ya-ouank.com
An Aquagavotte !
Kroget e oa bet gant istor an "Aquagavotte" ur bloaz zo e Karaez. Un tropellad tud sot gant an dañs-se o deus bet c’hoant da vont pelloc’h c’hoazh eget ar festoù-noz : mont da zañsal e 1,20 metrad dour, e poull-neuial Karaez ! Un digarez da c’hoarzhin a-greiz-kalon ha da vezañ treuzwisket (pe diwisket !)…